Keleier ar vro d'ar Gwener 5 viz Mezheven 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
Evit an deirvet gwezh eo aet titl Kampionezed Frañs get skipailh Brest Breizh Hand.
Betek disul ‘oa diasur e yahe ar maout gete. Met a-drugarez d’an trec’h doc’h Sambre 43 da 25 o deus lakaet ur fin da hejemoniezh skipailh Metz ‘vez kampion tost bep plez. Un doare mano a mano zo bet a-hed ar blez etre an daou skipailh a zo en em gavet get mem niver a boentoù, a drec’hoù hag a c’hrogadoù kollet e fin ar blezad. ‘Benn fin ar sizhun ‘vo c’hoariezed Brest Breizh Hand e Budapest evit kemer perzh ‘barzh Final Four Champion’s League get ar pal da c’hounit Kib Europa.
Tangi Tomin, harper BBH anezhañ, a roa un nebeut displegadennoù deomp.
Neventi a zo e skol-Diwan an Oriant : Kinniget e vo ar gantinenn digoust evit ar familhoù o deus ar rann tiegezh, ar c’hotient familial izelañ.
Ar c’hentañ skol er rouedad Diwan é lakaat e plas ar sistem-se eo kani an Oriant.
Erell Coupier, mamm daou bugel er skol a zisplega deomp ar perak hag ar penaos.
Ha da glevet er c'heleier:
-Ne yay ket ar c’hazetennour Christophe Gleizes betek al lez-varn torr en Aljeri a-benn kaouit ur chañs da vout grasiet.
-Dec’h e oa bet votet get an deputeed ul lezenn da zigresk ar c’hadmiom er boued.
-Roet ‘vo lañs en dro da Sage àr Gwilen goude mizioù ma oe chomet bout.
-Evit ar 4vet gwezh en ur miz eo marv eo un den en Naoned a gaoz d’an trafik dramoù.
-Kadarnaet eo bet dilennadegoù Pempoull get lezvarn velestradurel Roazhon dec’h.
-D’enderv e vo dalc’het emvod-meur krouidigezh ar gevredigezh nevez « Musiques en bretagne », pe « Kan ha musik e Breizh ».